An hini bras a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklaer an dour evit chom e Roazon.
Pesketourien int neuze ?
Marteze pesketourien ha kazi sur pesketourien « en eau trouble » da lavarout eo an dorfetourien, ha « gwall sklaer an dour » a zo geriou troet evit lavarout : gwall zañjerus ar pavez evit chom e Roazon.
(An N°13 o tont).
Aotrou Komiser, pevar den am eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vat. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’houi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa.
Ya ! Ya ! gwelout a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oc’h ket souezet eo bet diskaret ar monumant gant kement a dud e kement korn eus kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet graet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raok an deiz. N’int ket moarvat paotred dispont ha dont a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du… Gwenn ha Du a zo gavout. (D’ar polis). Chomit eun hanter ac’hanoc’h war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennak anezañ ; an hanter all a stanko an hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alies da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait d’ezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou d’ezañ en eur c’hoarzin pe zoken gant eur mousc’hoarz, an ereou d’ezañ ; d’an neb a glasko kuitaat Roazon, prez warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kwelout, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gant ma vo ereet an torfetour gwir ! Rak Gwenn ha Du a zo da gavout. Klevout a rit ! Ahe ! prim ac’han ha pep hini an e blas, ha degasit d’in eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en do keuz moarvat. (Ar polis en em denn). Pa soñjan e paro bremaik an heol war blasenn an ti-kêr… Ha pa soñjan e paro an heol-se e lec’h all ivez… (Sellout a ra ouz an deiziadur a verk 7 a viz Eost 1932. Diframma a ra ar bajenn, ouz he zortuilha, en eur waska war e imor). Seiz… a… viz eost mil… nao c’hant… daou… ha… tre… gont…