Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
JEREMI
Me eo ar c’homiser bras.
AN ARZOUR
D’ezañ ar brasa salokras. Azezit !
JEREMI
Trugarez ! N’on ket skuiz ha, dreist holl, n’em eus ket amzer da goll. Evit labourat oun deuet amañ.
AN ARZOUR
A, ya ?
JEREMI
Souezet oc’h moarvat, o welout ac’hanoun o tont ken abred d’ober eun enklask en ho ti ?
AN ARZOUR
Feiz ! N’oun ket re an holl. An arzourien a zo boazet da welout kemend-all a draou : kaer ha divalo, noaz ha dinoaz… Peseurt enklask ho tegas ?
JEREMI
Evit ar monumant… Kompren a rit bremañ, emichañs.
AN ARZOUR
Ho komzou a gomprenan ; a-hend-all, avat…
JEREMI
Da furchal en ho ti.
AN ARZOUR
A-berz piou an enor bras-se ?
JEREMI
Na c’hoarzit ket ! tremenet eo ar mare. Kemer a ran eur gador, kemerit unan all. Meur a dra am eus da c’houlenn diganeoc’h.
AN ARZOUR
Senti a ran. (Azeza a ra)
— 32 —