Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
JEREMI
E Sant-Malo ? Gevier ! E Roazon oc’h bet gwelet er beure-mañ, pa zone pemp eur e tour an iliz veur.
AN ARZOUR
N’eo ket gwir.
JEREMI
Mat ; an eil gaou.
AN ARZOUR
Ar wirionez.
JEREMI
Gwelet e vo, paotrig, piou emañ ar wirionez ouz e du. Ha bremañ selaouit mat ha respontit fraez : perak hoc’h eus diskaret ar monumant ?
AN ARZOUR
Ha ! ha ! biskoaz kement all ! Me an hini en deus diskaret ar monumant ?
JEREMI
Ya ! C’houi an hini eo, ha me ho ped da chom hep c’hoarzin e-keit ha ma vezin dirazoc’h.
AN ARZOUR
Ha !… ha !… ha !…
JEREMI
Ne vin ket paket genaouek gant hoc’h Ha ! ha ! ha ! Anzav a rit pe ne rit ket ?
AN ARZOUR
Anzav petra ?
JEREMI
Te an hini eo ; prouet eo.
AN ARZOUR
Bezit seven, aotrou komiser bras, ha lavarit : c’houi !
JEREMI
Malevurus eo, memes tra, lavarout : c’houi ! d’eun torfetour. Pa ne fell
— 34 —