ket deoc’h anzav, gwaz a-se ! Ober an azen ganin, ha lavarout d’in e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !…
E Sant-Malo e oan, Aotrou Komiser..
Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e straed Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ac’hano, dre laer da dre guz, cheddit en ho torn, betek plasenn en Ti-Kêr, hag eno… boum !
E Sant-Malo, en hotel Solidor.
Ta ! ta ! ta ! gwelloc’h e karfen bezan dogan eget kredi ho kevier.
Hi ! Hi ! Hi !
Perak e c’hoarzit ?… Hogen, evit furchal oun deut amañ.
Furchit !
Pelec’h emañ ho liziri ?
N’em eus ket a liziri.
Eur bern mignoned a skriv deoc’h, koulskoude. Gouzout a ran o anoiou ; gant eur paotrig eus ar P.T.T int bet degaset d’in.
Mignoned, ha mignonezed zoken, ken alies ha bemdez… Nemet ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet.