N’em eus na difenn nag urz da reseo digant den, amañ. Piou ar mestr, d’an eur-mañ, en ti ?
An hini a oa mestr araok, a zo bremañ ar mestr.
Hi ! hi ! hi ! arzourig farsus…
Gwelit !
Ar pez a ran. O ! an daolenn-mañ a zo kaer kenañ : bleuniou mae, bleuniou a garantez tener. Hag amañ, eur c’hein noaz. Eur c’hroc’hen flour he deus hounnez, moarvat. (Luchat a ra ouz an arzour.)
Gwir eo.
An trede-mañ, petra ’dalvez ?
N’he deus an daolenn-se talvoudegez ebet. Na sellit ket outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser.
Ha ! bremañ e pedit ! Lavaret em boa d’eoc’h : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perak ne sellin ket ouz an daolenn-se ? Toui a rafen oun degouezet war an neiz.
Eeun.
Gant m’eo eur pec’hed bras… Goude eur c’hein noaz, setu eur vaouez noaz pilh ! Hudur eo gant he fenn en traoñ. Dereat eo sellout ouz eur vaouez