en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?… pehini… penaos… va… va… va… o ! n’eo ket va… va… gwreg… va gwreg… va gwreg…
Ho kwreg, Aotrou Komiser.
Hein ? Va gwreg ? Me ’lavar d’it, paotrig, ne deui ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da sellout ouz ar poltred-se a roio d’it eur flac’had war da fri hag a skopo d’it e-kreiz da zaoulagad.
Hi eo, koulskoude.
Hi ? hi ?… Piou ?…
Ho kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra d’ezi pe ne ra ket ?
Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-se eo ar gwasa ; ar gwasa evidout a fell d’in lavarout. Ar penn a denn, netra ken… Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto d’it an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontus liva poltred eur c’hast, e noaz pilh, ha lakaat warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto d’it, marmouz fall ; ker e kousto d’it…
Penaos em bije gallet lakaat penn ho kwreg war an daolenn-se ? N’em eus ket dibennet eur c’horf na digorfet eur penn all evit lakaat da zegouezout ar pez na zegouez ket.
Ne gomprenan ket.
Eun arzour en dije komprenet. Penaos em bije gallet liva ho kwreg e noaz hep hi dirazoun ?