Gwened, avad, he-doa kaset he c’hefridi da benn gant aked, hag heb damant da gleier, trompilhou, ha taboulinou ar Vruderez. E Gwened eo e oa bet sinet ar Feur-Emgleo e 1532. Da Wened e oa, na petra, da vruda war un ton bras ar seurt Degouez Istorel mennet gant Doue E-Unan !
Gant piou an duzig e oe broudet kelaouennerien an « Ouest-Journal », da genta, an « Ouest-Eclair » da heul, ha da c’houde, holl gazetennou Bro-C’hall ?... E-pad c’houec’h miz, hep ma voe disterniet eun devez, e oe helibini etre ar c’helaouennou, o voula pennadou, o c’houlennata tud uhel : arzourien, skrivagnerien, politikerien, kargidi, diwar-benn kaerder ha madelez « dimezi » an diou vro, c’hall ha breizad, oc’h embann luc’hskeudennou aozerien ar gouel [1], ar merc’hed yaouank a oa da veza « rouanezed » an abadennou, ar brefeded, an eskibien, ar sonerien biniou, an tirvi, ar yer, an istr, - rag « Concours Agricole » a oa ivez, h.a., h.a.
Pajennadou a vefe da skriva diwar-benn an traou mad mesk-ha-mesk gant an traou droch, a oe dibunet er c’helaouennou da rei lufr da Reuz ar pevare Kantved.
Ha gouel a oe, ken a foeltre, e Gwened, penn-da-benn eur sizun ! Va zesteni a c’hellan rei, rag eno e oan, ha kazetennour ac’hanoun, ouspenn.
Ha brud a voe : kazetennerien holl gelaouennou Europa, da lavared eo Daoulagad ha Diskouarn ar Bed-holl, a oa deredet da Wened, da welout, da glevout, ha da rei testeni a-zivout Unvaniez didorr Breiz ha Bro-C’hall, da embann ne weled du-mañ na liou na roud eus an dispac’herien, a lavared e vagent keuz d’ar Frankiz a wechall. Paotred « Breiz Atao ? »… Eun dornadig fentigellerien !...
Ar zul, 7 a viz eost, a oa da veza an Deiz Bras. Ambrougadegou kenedus a-dreuz straedou kêr, dre zindan ar bolzou-enor ha mor lieslivet ar bannielouigou flammek, bole ar c’hleier, tennadeg kanoliou ; prezegenn en Iliz-Veur, gant Aotrou ’n Eskop Kemper ; prezegenn dindan Koc’hu an Ed, gant an Aotrou Edouard Herriot, Ministr Bras Bro-C’hall ; c’hoariva, sonerez, korolladegou al Loie Fuller, ha n’oun dare mui petra…
Eun devez a c’hloar, e vije bet ar Sulvez-se, paneved taol-trafalgar Roazon.
Padal, a-araok an deiz, en doa tarzet ar Monumant.
Ez-skouer e oa bet skoazellet Roazon gant Gwened !..
- ↑ Renerien penna Goueliou Gwened a oa an Aotrounez Plumey, a Vro-Normandi ha E. Decker, ganet e Kêr-Wened, a gerent a Vro-Luxembourg.