Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
daolig c’hoaz : eur boentenn pe ziou. hag emañ al labour peurlipet ha kempenn.
Jakez
Eun devez kaer o devo evit o fardon.
Kor ar Raned
Râââ… râââ… râââ…
Yann
Eun devez kaer meurbet. An heol a zo tomm ; re domm zokenn evit an dud a labour gant o c’horf. Disheoliet e vezint gant deliou ur wezenn-mañ. Gouzout a reont pelec‘h e vez kavet distan.
(Ehan a reont labourat ; sellout a reont ouz an daol-vaen).
Yann
Kredi a ra d’in eo echu.
Jakez
Livet mat eo… Tenna ’ra da vein rouz.
Yann
Da vein Lokorn zoken.
Jakez
Piou eta a zeuio amañ bremaik ?