Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


Yann

Drouized em eus lavaret d’it.

Jakez

Drouized ?

Yann

Ya ! drouized. N’ouzon ket hirroc’h.

Jakez

Klevet em eus e teuint war lost o roched. Ha gwir eo ?

Yann

War o sae wenn a vefe gwiroc’h.

Jakez

E-giz beleien, neuze ?

Yann

Beleien int m’oarvet.

Jakez

Ha pe seurd ano a reer ouz ar bern paper-mañ ?

Yann

Eun dolmen.