Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/13

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


Yann

Ha pe seurd gouel ?…

Jakez

Ha pe seurd gouel?… (Nec’het e chomont o daou, Yann ha Jakez).

Yann

Lavaret a zo bet d’in ; hogen, disonjet em eus… Eur gouel santel pe eun dra bennak evelse… Drouized… barzed… ov… ovizien, diskibien, ha petra c’hoaz ?…

Soaz

Ovi… zien ?…

Yann

Ret eo kaout deskadurez vras evit gouzout petra eo ar ger ovizien.

Soaz

O ! neuze, me…

Yann

Goulenn a rin… Eun istor eus an amzer goz, goz… (Eun taol biniou war an tu dehou, pell). Selaouit ’ta. Eun taol biniou !