Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/14

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Jakez

Emaint o tont !

Yann, da Soaz.

’Benn an noz, goude koan, ez aimp d’ho ti da zisplega d’eoc‘h an istor-se, evit bep a vanne gwin ruz war ho koust. Ma n’eus ket re a brez warnoc’h e c’hellfec’h dalea amañ eur pennadig…

Jakez

Talvezout a ra ar boan gwelout.

Soaz

Neuze e choman… Koulskoude em boa c‘hoant beza abred er gêr.

Tud, o hopal, pell.

Hep ! hep !

Jakez

Sell ! emaint degouezet er c’horn-tro.

An Dud

Echu eo ?

Yann, a-bouez-penn.

Deuit ! echu eo.

Jakez, a bouez-penn.

Echu eo.