Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/15

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ… (Biniou ha bombard war an ton bras. Yann ha Jakez a samm o benviou hag a ya kuit).

Soaz

Ne chomit ket ?

Yann ha Jakez

O ! nann !

Jakez, da Yann en eur c’hoarzin.

An drouized n’o deus ket sonjet ez eus raned eleiz an toull-lagenn, aze.