Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/19

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


Eur Barz, o welout ar skritell chomet a-ispilh
ouz an daol-vaen.

Ah M…!

Dilammat a ra da zistaga ar skritell. An drouized a en em vod en dro d’an daol-vaen ; adreñv an drouized, ar varzed ; adreñv ar varzed, an ovad hag an diskibien. Tro-war-dro hag en diavaez, ar werin. Eun den a zoug war gorre e chupenn glazik eur vuzetenn hanter-sarret, hag e weler enni eur gasketenn.

An Drouiz Meur

Ar Peoc’h a zo ?

Drouized, Barzed, an Ovad

Ar Peoc’h a zo.

Kor ar Raned

Râââ… râââ…

An Drouiz Meur

Ar Peoc’h a zo ?

Drouized, Barzed, an Ovad

Ar Peoc’h a zo.

Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ…