Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
An Drouiz Meur

Ar Peoc’h a zo ?

Drouized, Barzed, an Ovad

Ar Peoc’h a zo.

Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ… râââ…

An Drouiz Meur, d’eun Drouiz.

Kasit eun diskibl da foueta an dour evit d’ar raned ober peoc’h. (An diskibl kemennet dezañ a ya. D’ar barz-korner) ; Sonit, barz leal, sonit e korn Arzur, ma klevo ar re veo hag ar re varo ; ha sonit teir gwech : tri a zo eun niver bardik.

Eur C’houer

Ha tri ha tri e ya ar varzed da zimezi ?