Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —
An Drouiz Meur, herr
Ar raned, ar raned !…
Çab-Arde, o tont eus al lagenn :
Drouiz Meur, ne c’heller ket dont a-benn eus ar raned. Kounaret int.
Kor ar Raned
Râââ… rââââ… râââââââââ… râââââ…
An Drouiz Meur, kounaret ivez :
Grit dezo ober peoc’h, pe na lezit ket unan beo ; klevet ac’h eus, Çab-Arde ?
Çab-Arde, o vont en dro :
Ya ! Drouiz Meur.
An Ovad, o vont en-dro :
Drouiz Meur, ovat sentus oun. nemet ar raned ne jomont ket dindan ar vaz, ha skuiz-maro omp. (An Drouized a sell ouz an ovad gant sellou kazus).
An Drouiz Meur
Ab-Ominable, it d’al lagenn endro. (An ovad a sent).
Ab-Rasdhomme, o tistrei eus al lagenn.
Nul omp.