Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —
dero, skourret mat hirio ha diskourret warc’hoaz vintin. Aze eman sklear ha freaz e diou pe deier gomz. Hogen, goude beza bet diskourret, eur ouenn-all a vezo grefet war va gwezenn, hag eleac’h dougen per…
Eur C’houer
Per ?… en eur wezenn dero… ?
Eur Barz
Ya... Des poires.
Ar Barz-Diouganer
… E tougo, va breudeur kêr…, e tougo.. ar ouenn grefet warni. War ar brezoneg, va breudeur kêr, e vezo grefet eur brezoneg all, eur brezoneg estranjour, va breudeur kêr, eur… brr !… panevet respet d‘eoc’h !…
Ha piou a zo o vont d’ober an operasion-ze da wezenn va farabolenn ?
O c’houi hag a zo deuet da chilaou ac’hanoun, klevet ho peus kaoz marteze ouz eun avel hag a ra muioc’h a dor ’vit a vad : an avel gwalarn.
Holl
Hou ! hou d’an avel !
Ar Barz-Diouganer
Ya, eur vandenn baotred yaouank, — tud a