Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/51

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

sion en deus ANHUN ? BIMBOCHET a dlefe beza eur roman diwar-benn ar brezel, padal !… Hag AVEL-STERENN ? Pe seurd avel eo hennez, hag eus pe seurd tu e teu ? Eus tu ar sterenn ? Siouaz d’ezo ! N’ouzont ket n’eus nemet pevar du : an tu kleiz, tu dehou, an tu adrenv hag an tu araok, eun dra elemanter koulskoude !… Lavaret e vez ivez an tu gwir, an tu enep ; ar re-man n’int ket tuiou veritabl. Ne gaozeont morse ouz Doue en o leoriou. Ne draduizont nemet leoriou pagan, evel ar BERSED ha PROMETHEE ENCHAINE, diou drajedienn goz, savet gant Schylus, ar barz persan brudet. Ma n’eo ket eun druez chom da c’hoari gant traou ken didalvez !… Ne glever ano, en o oberennou, nemet eus Zeus koz, an doue faoz…

Eun Diskibl

Zeus ?…

Eur Barz

Ya ! eun doue eus ur mitoloji : Pluton e latin.

Ar Barz-Diouganer

Klevet em eus e trofont FOST… Adarre Satan gant e gerniel hag e lost ! Skriva ’reont diwar-benn pep tra. N‘eo ket gant deskadurez, nemet evit stlapa poucher e daoulagad an dud. Eus Breiz-Izel e lammont d’ar C’hanada pe d’ar Japon da gavout Tagor Rab… Rabi… raja, ar barz boudinist ; ha me zo sur n’int ket bet memeuz e Ker-Ahez !… Goude e