Kaer o do ober, ne vezo hini ebet abil awalc’h evit sevel chansoniou eveldeomp-ni, ha lakaat eul leor da zigouezout evel « LIZER AN HINI MARO », trist ha joaius tro ha tro, ha plijadurus da lenn, evit ober pehini eo ret kaout deskadurez vraz hag eur spered lugernus, ha beza mignon d‘an Awen.
Breman e klaskont ober an azen ganeomp en eur institui examen ar Symbole, hag ar skol brezoneg dre lizer.
An dra-ze a zo kaout kulo !
Hogen, hepdale e vezimp venjet. Eur paotr yaouank a zo o kompozi eur gomedienn gapital, hanvet GORSEDD-DIGOR, skrivet en eur brezoneg poblus, evel just, ha kaoz enni eus dolmennou ha menhirou…
Hervez em eus klevet, ar gomedienn-ze a raio kalz vad deomp.
Eur vad ’bominabl. Ha me a bropoz e vezo roet d’ar skrivagner an titr a Varz-Salver.