Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/57

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


Drouiz Meur, kinnig a ran d’eoc’h en hano a Vreiz-Izel, kleze ar roue Arzur, evit toullgofa GWALARN war dolmen ar sakrifisou. (Diskenn a ra.)

Eur Barz

Goulenn a ran kounje da gaozeal.

An Drouiz-Meur, o sevel

Komzit.

Eur Barz

N’eman ket kleze Arzur en e bez ; gortozomp eur c’hardeurig. Eat eer gant ar moto da gerc’hat an hanter all d’ar gâr.

Ar Barz-Diouganer

Gwelloc’h eo kondaoni hep koll amzer. Den ne oar ar pez a c’hoarvez. Ar c’hleze-man, evel an tan, a zo eur c’hleze simbolik. Ar beg n’eo ket neseser zoken da seremoni ar sakr.

An Drouiz Meur

Goude prezegenn elokant ar Barz-diouganer, n’heller ket retardi muioc’h.

Evit d’an holl gouzout n’eo ket dre jalouzi, na dre avi na dre gasoni eo e kondaonomp, nemet dre vuzur a nesesite evit salud Breiz-Izel, e lavaromp dezo eo hon intansion ker gwenn hag hor sae