miraken… ravezo… ra… ravi… milvi… mil… milra… da… ra…, râ… râââ… rââââââââââ.
Rââââââââââ.
Maro mat eo.
Ha breman… (d’an Drouiz-Kuzulier) : Taolit eur zell war an hent. (An Drouiz a sell). Ha gwelout a rit an hanter-all o tont ?
An hent a zo dezert, Drouiz Meur !
Breman, evit derc’hel sonj eus an deis memorabl-man, emaomp o vont da sakri eur barz nevez, ha, goude koan, war ar belouzenn, e vezo great eur jabadao.
Diskibl nevez, c’houi pehini en deus goulennet an enor da wiska sae glas ar barz, glas e-giz ar mor doun, glas e-giz an oabl, glas e-giz mibien ho taoulagad, pignit war an dolmen sakr evit ma ziskenno warnoc’h sperejou hor c’hentadou. Didostait, diskibl Marzin, ma vefoc’h unan eus ar re a zalc’ho ar brezoneg en e zav, ker start hag an derwenn war ar roc’h, e bro goz ma zadou.
Eun den koz, levitenn ha tog melon, a bign war an daol-vaen.