Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/63

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

oc’h eus souhetet gwelout merka hoc’h hano war listen ar varzed ?

An Difazier

Répondez : Ya !

Ab-Domen

Ya !

An Drouiz Meur

Hag e touit e tifennfoc‘h Breiz atao… nann, pas atao… bepred e felle din lavarout.

An Difazier

Bepred !

Ab-Domen

Bepred !

An Drouiz Meur, d’an drouiz-kuzulier.

Ne teu ket c’hoaz an hanter-all ?

An Drouiz-Kuzulier

Ne teu ket c'hoaz ! (An Drouiz Meur a huanad). Ne welan nemet daou zen war an hent : eun danvad hag eur c’hi !

An Drouiz Meur

Kanit kan ar varzed da c‘hortoz. Bravoc’h e vo ar seremoni.