Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —
Kan ar Varzed
E-giz uheloc’h.
An Drouiz Meur, o tic’hoanagi.
M’eus aon ne teuio ket an hanter-all ? Drouiz-Kuzulier, gwelit da welout…
An Drouiz-Kuzulier, o sellout.
N’eus nemet eur vran war un hent… Hogen dont a raio an hanter-all : eur moto ne vez ket pell o troc’ha rout…
An Drouiz Meur
E pe seurd tu eus an hent emañ ar vran ? Daoust ha lammou a ra pe eur bale pozet ?
An Drouiz-Kuzulier a sell adarre.
Nijet eo kuit.
An Drouiz Meur
Konfians em eus neuze… Ar vran-se a zo deuet da anonsi an hanter-all.
An Drouiz-Kuzulier
Ya, dont a raio. Sur oun.
An Drouiz Meur laouennaet.
Kanit eta ar c’han broadel.