Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/68

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —
Ar Barz-Kaner

Allo ! Dao d’ar c’han broadel… Prest oc’h ? N’eo ket dizonjet an ton ? (Mouskana ’ra dre e fri evit rei d’ezo an ton). Mat ar jeu… Chut !… KAN AN DERWENN… D’an Drouized…

An Drouized

Me zo ganet en Arvor, war lein Menez Arre,
Bet plantet eno gwechall gant an Aotrou Doue.
Va mamm a oa eur vezenn, eur vezennig vihan tre.

An Diskibien
Tralala… laderidonra… tralalalalenno…


Ar Barz-Kaner

Ha breman KAN AL LANN… D’ar Varzed…

Ar Varzed, seder evel eostiged.
Me eo ar fleurenn,
melen,
laouen.


An Diskibien
Tralala… laderidonra… tralalalalenno…


Ar Barz-Kaner

Eil kouplet AN DERWENN… D’an Drouized.

An Drouized
Ma vijen bet diouc’haret ’vel goazed hor c’hanton,