Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/69

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —
Me mije gwisket eur chelet, eur cheletenn breton,
Bodreou ha bragou braz vit monet d’ar pardon.


An Diskibien
Tralala… laderidonra… tralalalalenno…


Ar Barz-Kaner

An ovat… KAN AR BRUG.

Ab-Ominable
Me eo…

Hum !… hum!…

An ovad en deus kroget fall gant ar c’han. Ar barz-kaner a vouskan dre e fri evit rei d’ezañ an ton.'

Ab-Ominable
Me eo ar brug… me eo ar brug…

Hum ! n’oun ket boazet da gana.

Ar Barz-Diouganer

Peoc'h ! Me glev trouz eur moto.

An Drouiz Meur laouen-ran

Erru eo an hanter-all ! Saveteat omp !

Holl

Joâ ! joâ !

Tralalalalennolalatralalalalenno.