Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —
An Drouiz Meur
Peoc'h a vo d’an trouz ?
Holl
Ar Peoc’h a zo.
An holl a chom simudet eur pennad.
An Drouiz Meur, aet e wad da zour.
(D’ar barz yaouank) :
Pa ne teu… pa ne teu ket an hanter-all, bouchit d’an hanter-man da c’hortoz, barz Ab-Domen. Sonjit ervat eman an hanter all e Breiz-Tra-Mor, hag e vezo ret d'eoc’h bouchat d'ezan, d’ar c’henta Gorsedd-Digor. (Ab-Domen a bok gant e ziou chot d’ar c’hleze diveg). Touit e tifennfoc’h Breiz at… be… bepred.
Ab-Domen
Toui a ran… e tifennin…
An Difazier
Atansion ! pas Breiz atao !
Ab-Domen
…Breiz… bepred.
An Drouiz Meur
Touit eur wech c’hoaz.