Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/74

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —
Ab-Domen

Toui a ran!

An Drouiz Meur

Touomp holl gant ar barz nevez war gleze Arzur.

Holl

Toui a reomp !

An Drouiz Meur

Parfet ! Barz nevez Ab-Domen, konsakret ganin-me, Drouiz Meur Ab-Attis, er bloavez 1929 evit derc’hel sonj eus eun deis memorabl, savit breman evit d’an holl anaout ho pizach. ( Ar barz Ab-Domen a sav.) Lennit.

An Difazier

Tu as ta poésie en mains ?… Lis, alors !

Ab-Domen

Setu aman ar boezienn savet ganin-me va-unan, evit d’in beza resevet ’barz ar Gorsedd-Digor.

Barzed, droug enno.

Ha ni neuze ?