Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —
An Drouiz Meur
Mad ! it breman 'barz ho sae-barz.
Ar barz Ab-Domen ’en em lug en e sae hag a zispac’h…
Koueza ’ra e benn en araok, a-drenv an daol-vaen kartons. An arvesterien a c’hoarzo… emichañs.
An Difazier, o kounnari.
Eh ben ! Y a pas de quoi rire.
Ab-Domen, diouz an toull.
Y a pas de mal.
An Drouiz Meur, war an ton bras.
N’eus droug ebet.
Holl
N’eus droug ebet.
An dud a en em denn.
An Drouiz Meur
Hep! Gortozit eur munut. Gouel ar Gorsedd-Digor, reusiset ha kaer meurbet, en despet d’ar raned flêr, a zo echu, siouaz !… Breman emaomp o vont d’en em separi ha da lavarout an eil d’egile eur c’henavo kalonek, betek ma en em gavimp reuniset a-bennn ar bloaz d’ar mare-man, e kreiz eul lanenn-all. Ar Gorsedd-Digor-ze a vezo ivez kaer meurbet hag a gompreno eun nevezenti. Evit dis-