Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/9

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



GORSEDD-DIGOR
_______________________________


Eun derwenn goz. Ar skourrou a zisheolio leurenn ar c’hoarilec’h. Daou vicherour o peurgempenn eun daol-vaen hag o tresa eur skabel adreñv.

Pelloc’h, parkeier, daoliou-vaen ha mein-hir, du-mañ du-hont…

Staget ouz an daol-vaen, eur skritell skrivet warnañ : Atansion a la pintur.

Amzer gaer.


Kor ar Raned, en tu kleiz.

Râââ… râââ… râââ… râââ… râââ…

Jakez

Hastomp afo, Yann. Pelloc’h e teuint.

Yann

Echu eo, Jakez. Ar wech kenta eo d’in pleustri gant ar seurd labour. Barrek omp. Daou pe dri