Pa voe echu ar gousperoù, matezh an aotrou person ha dimezelled pinvidik Landremel, deut da zivleuniañ ar groaz, a lodas ar bokedoù etre ar vugaligoù. Tiez, war ar maez, ne vezont bleuniet nemet ur wech ar bloaz da heul gouel ar Sakramant, hag e vez ar bleunioù miret betek gweñviñ, ha klozet delioù roz etre pajennoù al levrioù oferenn. Bleunioù ar groaz o deus ur frond santel dreist da frond an holl vleunioù all.
Herve a zistroe d’ ar gêr. Ur pennad dirazañ ez ae Mari Vazele gant ur vignonez ha gant Ronan Kerhoaz. Anna he doa lavaret da Herve chom d’he gortoz ; respontet en doa e kave gwelloc’h mont d’ar gêr, diouzhtu. Ken dezhañ bezañ sentet ouzh e c’hoar !
A-raok kuitaat Landremel en doa tremenet dre ostaliri ar Saliou, hag en doa gourc’hemennet da Ber reiñ d’ar sonerien ar pep gwellañ a oa en e gav, ha kement ha ma karent.
Er c’hroazhent, paotredigoù a en em dage a-zivout ar bokedoù taolet dezho diwar an aoter gant an dimezelled.
— Me ! me ! ur boked din !
— O roit unan din ivez !
— Amañ !
— Piv n’ en deus ket bet ? a c’houlennas, en ur c’hoarzhin, unan eus an dimezelled.
An holl vugaligoù a hopas :
— Me !
— Maivon, en tu-mañ n’eus ket bet stlapet !
Maivon a vannas bokedoù diouzh o zu.
En ur dremen, Renan Kerhoaz a bakas ur rozenn hag he c’hinnigas da Vari Vazele.