Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

d’an ampoent, diouzh al liorzh, ur boutegad bleunioù roz dindan he c’hazel. Brulu kaer avat, hoc’h eus kavet.

— O ! er Waremm, du-se, ez eus c’hoazh re hir, hir.

— Mat ! lakait ar brulu war ar bleunioù roz-mañ, kemerit unan e pep dorn d’ar baner, ha dougit anezho diouzhtu d’ar groaz. C’hwi a zeuio en-dro, goude se, da gerc’hat bep a zaou wenneg.

Ar baotred a sammas ar boutegad. Kerzhout a raent buan ken na redent, hag e c’hoarzhent gant ar blijadur.

— ’M eus aon, Anna, eme Herve, hoc’h eus kutuilhet kement boked a oa el liorzh.

— Warc’hoazh, Herve, e tigoro bleunioù all. Ne vo ket re fichet ar groaz.

Herve a yeas d’en em gempenn evit ar gousperoù. Bruzunachoù geot kras a roe krafign dezhañ, en e gerc’henn. Kelorn ha chadenn a ziskennas er puñs en ur strakal, ken na lamme an ahel.

Herve a skuilhas dour fresk en nev-vaen. Diwiskañ ’reas e chupenn hag e roched.

A ! nann, n’edo mui liv ar c’hleñved war gorf Herve Bogion. Ouzh e welout korfet-kaer dindan heol mezheven, n’en dije kredet den e oa bet war e wele adalek ar foennoù, warlene, betek an diskar, bet nouennet div wech, ha chomet mizioù ha mizioù etre gwellaenn ha fallaenn. Gant mizioù o tremen edo tremenet ar c’hleñved, ha paret en doa adarre ar yec’hed gant an hañv o c’horiñ. N’oa ket bet an tomm ha yen evit e yaouankiz. D’ar falc’hadegoù ez aio adarre, hag e teuio gantañ ar reutañ tenn ; d’an eost e youc’ho war al leurioù-dornañ, hag e winto forc’hadoù plouz d’ar bern, ker sonn hag ar reutañ douger. Bagol eo da zegas avi d’un den yac’h.