Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Lorañsig a lammas war ar plancheiz, hag en em istribilhas ouzh kordenn ar c’hloc’h bihan. Ar soner a lezas ar gordenn da vont, ha setu Lorañsig sachet d’al laez. Al lakepod, paket genaouek, a ziskrogas trumm hag a gouezhas war e benn adreñv. Ar sonerien a zirollas da c’hoarzhin.

— Binbaon d’al laez ! binbaon d’ an traoñ !

— Emañ ar vicher o sankañ don, eme unan. Aet e oa al lid-ambroug a ziwar weled. Ar c’hleier a davas. Ne gleved mui diouzh an tour nemet mouezh ar varchigoded.


E hanter hent, e-tal park melchon ar Joleg, banniel bras sant Tei a chomas a-sav. Herve Bogion he degemere digant Renan Kerhoaz, an douger kentañ.

…Biskoazh ne oa bet banniel bras sant Tei douget ken uhel war hent bras Landremel.

Ur vaouez kozh, fur baourez, penndaoulinet e-kichen ur gloued, a reas sin ar groaz pa dremenas Herve. Marteze e oa degouezhet dezhi, er goañv tremenet, astenn he dorn ha goulenn un tamm bara e toull dor ar Bogion, hag he doa, goude he aluzen, lavaret ur bater hag un ave evit tud an ti. Hag Herve a oa deut yac’h en-dro.

— N’eo ket re bonner, Herve ? a c’houlennas Ronan Kerhoaz.

— Ponner, emaon-me, a respontas Herve.

Ma oa ponner ar banniel, eñ a oa kreñv.

Eo, skuizh ez eas a-raok m’en devoe graet dek metrad zoken. Ur pistig a santas en e gostez. Barradoù avel a skoe a gaouadoù war ar seiz ledan, ma ranke Herve chom a-sav bep ar mare, reutaat e