Pajenn:Riou - Lan embanner al ludu.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
LAN, EMBANNER AL LUDU


Evit dezhañ kaout danvez ha leve, perc’henn ma oa e dad war an douaroù strujusañ er barrez, Lan Ofret, mab pennhêr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, dizamm e ziskoaz ha goullo e zaou zorn, pa oa dleet dezhañ dont, evel e dad, gant daou pe dri bec’h war beg ur forc’h houarn. Ma oa dre bizhoni e oa un dra vezhus ; ma oa evit ober goap ouzh ar sant, e oa gwashoc’h c’hoazh.

Uhel e oa savet gwrac’hell an tantad, pa dostae Lan Ofret ; rak Kerunkun a zo ur gêr vras, gant dek familh gaer o vevañ enni diwar ar mengleuzioù mein-glas ; ha kement hini eus kement familh a oa deut gantañ e lodig : ar baotred, an duilhad spern-du kalet ar c’hoad anezhañ, ha dispar d’ober tan padus ; ar merc’hed, ur gazeliad bleñchoù ; ar grennarded, ur geuneudenn, ur vriad wrizioù ; hag ar vugaligoù, krog c’hoazh, evit bale, e tavañjer o mamm, ur skolpenn pe ur ruskennig bennak ; rak, hervez ar c’hiz, e tle pep hini degas, hervez e oad hag e vadoù, e lodenn d’an tantad. Pe ma ne ra ket, e tevo er bed all, keit ha m’en devo padet an tantad. Souezhet eta e oa bet an dud bodet en-dro d’ar wrac’hell, o welout Lan Ofret o tont d’ar bedenn, e zaouarn a-dreñv e gein, hag o c’hwitellat en noz, evel ur foeter-hent. Mantret e oant bet ouzhpenn,