Kaer en devoe, avat, gortoz unan all da deurel, ne bignas priz all ebet betek lein ar wezenn.
— …Teir gwech ! Dek lur emañ.
Hag ar c’homzoù-se a voe garmet ken herr, ma voent klevet eus kostez ar menez, ha pell er stankenn, en tu all d’ar stêr vras. Ha p’o devoe klevet priz burzhudus al ludu, an eil a c’houlennas digant egile petra a oa c’hoarvezet e Kerunkun.
Lan Ofret a dostaas ouzh Yann Arc’hant hag a lavaras dezhañ :
— Din eo bet.
Ar mengleuzier, hep respont, a doc’hellas hag a skopas e-kreiz an tantad peurvarvet. Ur boutad avel a c’hwezhas war al leur hag a straneas ludu berniet, gant elfennoù e-leizh o kildreiñ. Un askell-groc’hen vrell a gammigellas da heul al ludu hag a dec’has pennfollet war-du ar c’hevioù, er mengleuzioù disac’het.
Diouzh ar blaenenn, ma chome warni an tantad o vervel gant pennadoù war enaou pa c’hwezhe an avel, an dud a bignas, familh ha familh, dre ar c’harrhent don ha digompez, betek o zi, el laez. Er penn-adreñv, e kerzhe Lan Ofret. Chomet e oa ur pennadig goude ar re all, evit ober un tamm kempenn d’ar bern ludu, hag evit klozañ anezhañ gant taolennoù mein glas, gant aon e vije strewet a-raok ar beure gant an avel o c’hwezhañ er stankenn a gaouadoù foll.
Hag ivez evit kerzhout war-lerc’h ar re all, rak devet e oa e droad, ha ne felle ket dezhañ diskouez e oa kamm.
Uheloc’hik, er c’harrhent, Yann Arc’hant a gleve e wreg o c’hourdrouz anezhañ. Mezhus e oa klevout