Pajenn:Riou - Lan embanner al ludu.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

votez en un toullig, e-touez ur forc’had brug sec’h, lakaet dindan ar bern ; ha dizale e save ar flammoù en noz, ken uhel, ma rostent skourroù ur wezenn evlec’h.

Laboused a nije, spontet, diwar o c’hlud, hag an eskell-kroc’hen a gammigelle, dallet.

Ar mengleuzier kozh a gilas, laouen an tamm anezhañ ; kroaziet e zivrec’h war e beultrin, sachañ ’rae war e vogedenn, o welout an tan o traskal en drammoù spern-du hag el lann kras, hag o welout ar flamm o pignat d’al laez, gant elfennoù aour.

Hogen, dilavar e chome an dud en o sav en-dro d’an tantad. Den ne grede komz, gwasket ma oa kalon pep hini gant estrenvan nevez-c’hanet. Goude un abadenn, evelato, e kleved maouezed, o selloù chomet paret war an tan, o rannañ etrezo, goustad, war o fouez, komzoùigoù berr ha sioulik, evel ma vije bet pec’hed komz a vouezh uhel, en noz-se, e-tal an tantad. Mont a reas ar gaoz en-dro, keit ha ma traskas ar spern en tan, ha ma savas ar flammoù uhel d’al laez, a gaouadoù, evel gant an avel o c’hwezhañ dindano. Pa vihanaas ar flammoù, hag ar wrac’hell o tisac’hañ en ur bern glaou bev, Seza a benndaoulinas evit lenn buhez ar sant ha lavarout ar grasoù : « En em lakaomp war hon daoulin dirak an Aotrou Doue, pehini hor c’hlev hag hor gwel… »

Yann Arc’hant a skarzhas ludu diouzh e gorn, en ur stekiñ anezhañ ouzh palm e zorn. Edo o plegañ ur glin evit ar bedenn, pa welas e oa penndaoulinet Lan Ofret en e gichen. Sevel a reas hep lavarout ger hag e reas ur c’hammed pelloc’h, evit mont da benndaoulinañ. Ne oa den e-kichen Lan Ofret, e-pad ma lavared ar grasoù.

Goude ar grasoù, e savas an dud, ha, goude teir dro d’an tantad, evel ar c’hiz, Yann Arc’hant a