Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

etre on diouvrec’h. En em lezel a rae da goueza dinerz. Klevet a ris etre diou huanadenn :

— Mordiern ! Mordiern !

Peseurt Mordiern ? a lavaris d’ezan ?

— Mordiern a Goatmokun, a lavaras ar paour, goustadik. Pelec’h eman ? Ezomm am-eus da gomz gantan. It da glask anezan.

« Dioustu em eus kaset ar mevel d’ho kerc’het, peogwir e oa an tad koz aze.

— Ne oan ket er gear. Ha ma vijen bet er gear, abred a-walc’h e vijen digouezet ?

— Nann ! Nebeut amzer goude ma oa aet ar mevel kuit, ec’h en em eünas ar paour war ar gouzer, goude beza dislonket eur c’hofad gwin ruz. Stenna a reas e izili ; e zaoulagad a droas en e benn. Maro e oa.

— Ha n’ouzoc’h ket petra en doa da lavaret d’in ?

— Nann. Klemm a rae abarz mervel. Gouzanv a rae spontus ha ne oa ket aes entent ar c’homzou a deue diouz e c’henou.

— N’ouzer ket piou eo ? diouz pelec’h eo ?

— Nann ! marteze ec’h anavezi anezan.

— Deomp d’e welet. Marteze 'anavezin anezan.

— Er c’hraou eman. Eur gwele gwenn am eus graet d’ezan gand eul linser. Rak an anaon a zalc’h sonj. Klevet ec’h eus komz a C’haid Koatmeur eus ar Stankou, marvet d’an devez kenta ar bloaz. Eur wrac’h, bet digemeret fall ganti, he doa lavaret d’ezi en eur bellaat diouz he zi :

« Pa varvin, ar c’hentan taol morzol a vo d’it. » Gwir a lavare. Gaïd, deiz a-raog he maro, a oa yac’h-pesk.

— E lod da bep hini evel ma’z eo dleet, a youc’has an hini koz, gand e vouez raouliet.

Franseza a oa drougliv, ha Mordiern nec’het :

« Deomp d’ar c’hraou », emezan.

Soazig a oa he daoulagad o para war dremm Mordiern. He ene glan, hec’h ene gwerc’h, a skede ennan heol ar peoc’h, heol al lealded, heol ar