lavaret e vefe eur bedenn evid e anaon, ha gand an nec’h kriz da zerc’hel war e galon eun dra guz — gwasa gouzanv ma ’z eus — dre ma sante o pignat beteg e galon yenijenn an noz diweza :
« Me hel lavar d’it, ar paour-ze a oa eun dra war e galon ; eun dra da lavaret d’it, Mordiern.
— O klask gouzout petra en doa da lavaret d’in emaoun. Kaër em-eus klask !… Euz pelec’h eo ar paour-ze ? Piou eo ? N’eo ket bet gwelet dre aman ?
— N’hen anavezan e feson ebet !
— Ha n’hoc’h eus ket gouezet mann eus ar pez en doa da lavaret d’in ?
— N’em eus komprenet mann en e gomzou.
— N’ouzoc’h ket gant petra eo maro ?
— Feiz ! nann avat. N’on ket medisin.
— Met gand ar c’hofad oa gantan », eme Gaou, o tont er c’hraou. « Ma krene, n’eo ket gand ar c’hlenved, m’hen tou ruz ! Sellit ouz e zremm brondu. Ar paotr zo poazet gand ar boeson ; hag en nozvez-man — pe en abardaez-man — e oa mezo-dall… Diwar re gofad eo tremenet : Aze eman e glenved.
— Tavit, pa vefe gand an druez hepken, a lavaras Soazig, ha peoc’h d’an anaon !
— N’ez eus tamm paper ebed warnan ? a c’houlennas Mordiern.
— Feiz ! N’em eus ket sonjet zoken.
— Dlefe beza.
— Gwelomp, da welet. »
Furchal a rejont… Tamm paper ebet !…
« Daoust hag ar glaskerien bara a oar lenn ? eme an hini koz. Kavet e vez warno, e-giz paper, ar pez a vez kavet en eur bisac’h goullo.
— Paper ar mear a vez warnan evelato ; e baper a glasker bara. »
An hini koz a davas.
Dont a rejont er meaz, ha Mordiern a glaske