met evit goulenn pardon evit he zad koz. Morse ne oa bet koantoc’h. Dislivik peurliesa, he dioujod a zeuas da veza ruz evel daou voked war he dremm. Franseza a droas ar gaoz. Met kaër he doa chench kaoz, ha chench kaoz, Mordiern a jome dilavar. A vare da vare e koueze eus e c’henou eur ya pe eur marteze ha netra ken. Hag ar gaoz a goueze krenn.
« Kollet eo da deod ganit, Mordiern ?… Na chom ket mut eta, e kichen eur plac’h yaouank ».
Eur mousc’hoarz a darzas en daou du d’e c’henou. Med ne lavaras ger. Dizrei a reas e benn ouz Soazig. E zaoulagad digor braz a bare, difinv, war eur bed disgwel d’ar re all.
Mordiern a oa e zonj en hini maro.
Ar gwez a yude bepred, hejet ha dihejet, gwaret, diwaret, o steki hag o kemmesk o leinou.
Eur boutad avel, gwasoc’h eged ar re all…
Ar siminal a voudiennas, ha war an oaled, flammou a zavas a zindan an dero pennglaouet. Ar vein glas a lamme war an doën ; an nor a yude war he mudurun.
— « Mont a raio an ti gand an diaoulou », a lavaras Kaou. « Sell ! eur maen glas a zo kouezet war an hent :
— N’eo ket an trouz-ze am eus klevet, a lavaras Mordiern. Tud war an hent bras, ne lavaran ket :
— Sioul, sioul ! eme Franseza. Arabad digeri an nor d’ar mare-man eus an noz. Ma ’z int tud kristen, eman o gwreg o c’hortoz anezo er gear ; ma ’z int lankidi, eman an hent, frank, dirazo. Serret mat eo ar stalafou, ha ne zil berad sklerijenn ebet eus an diabarz d’ar maez. »
Selaou mat a rejont. »
An horolach a skoas eun taol, goustadik.
Diou eur hanter a zone.
Daou zen a gaozee er-maez.