Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Hag e kreiz klemm ha yud an arne, e klevjont moueziou daou zen o kana eur c’han melkonius, kan ar c’hanv, kan ar c’hlac’har ha kan ar binijenn :

Kristenien mar emaoc’h en ho kwele kousket,
Eurus ha dianken, klouar d’eoc’h e pep korn,
Sonjit ’man an anaon e toull doun ar wered,
O ouela gand an naon, o yudal gand ar skorn.

Sonjit ’ma an anaon, ho tadou, ho mammou,
O c’houlenn diganeoc’h bara eun aluzenn ;
Torrit dezo o naon gand kalz a bedennou,
Daskornit anezo dre dan ar binijenn.

Lakit ho taoulin noaz war bri yen al leurzi ;
Yen ’vel an diwanag eo donder gleb o bez.
Ho pedenn a vezo a-walc’h ’vid o gwalc’hi.
Int glouaraïo d’eoc’h ho pez war ho tiwez.

Mont a reomp, kristenien, diwar treuzou o tor,
Da zihuni re-all, kousket ’n o gwele tomm.
Da glemmou ar paour-kaez, toull ho tor a zigor,
’Vit digeri an Nenv eur bedenn zo ezomm.

Ar c’han a davas.

War an hent boutou koad daou zen a zasonas ; met kerkent voe mouget trouz o bale gand yud an avel foll.

An dud ebarz an ti a jomas dilavar. Mouez an anaon a dregerne en o spered ; klemm eur mignon pe unan kar o c’hortoz eur bedenn, eun aluzenn.

Mordiern a zavas ; gant poan e tistardas e vuzellou evit lavaret kenavo abarz kemer hent ar gear.

An arne a greske.

War wasât e roc’he ar ziminal hag e tislonke ar moged.

Franseza hag he merc’h Soazig a zelle an eil ouz eben, souezet gand tristidigez. Trouz a deue