Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

beteg o diouskouarn, trouz eul loen kezeg o vont gand e hent.

An tad koz, klujet war an tan, a vorede. A vare da vare e tihune, pa zigoueze d’an tan tomma re e zouarn d’ezan. Neuze an tan flamm o sklerijenna anezan a gave war e zremm, gwisket warnan liou an houarn merglet, eur mousc’hoarz a levenez a bep tu d’e c’henou, evel diou ganevedenn zu.

Hag an den maro a jomas e-unan ! e-unan ebarz ar c’hraou, gand an denvalijenn, gand ar skorn.

A-us d’ezan an arne a c’harme. An avel a voudienne en eur zont en diabarz, dre an treuzou, dor ebet da stanka an hent d’ezan. Ar mogeriou a grene, an treustou a draske, an doenn a c’houitelle evel kant aër a-gevred, kemend a doullou a oa enni evid an avel. Awechou e kinnige mont kuit.

Ha setu aze ar c’hanv a zouge ar bed d’ezan… Klemmou, kan, garm ha yud ; met klemmou, kan, garm ha yud an avel an hini oa ; garmou ar grouadelez, rag ar paour a oa e-unan !… e-unan !…

Da varo ar paour ne zourennas lagad den ; eo ! hini eun den koz a reas, ma ne oa ket c’hoaz dizec’het gand an oad : lagad Kaou !… Gand al levenez avat, e tourennas !…

O ! pebez noz arkus[1] kaër !…

Ma sonjas ennan eun ene souezet bennak, pedenn ebet ne zavas etrezeg an nenv evid ar paour-kaez truilhek, tremenet evel eur c’hi. Goulaouenn ebet ne oa war elum, na goulou an nenv zoken. E lec’h an den, an arne a ouele, evid ar pedennou noz. Maouez ebet, disec’h he gourlanchenn n’en em ginnigas da veilha epad an noz, dre ma ne oa netra da lonka…

  1. Arkus : veillée des morts, e bro Pont-n’abbad.