Dinec’h e oa an holl. Na petra ’ta ?… Eun truilheg, eur c’hlasker bara, maro gand eur c’horfad, daoust hag eo dleet kaout truez ouz ar seurt tud-se ?…
Ne oa ket diwisket ar c’horf.
War dro teir eur hanter diouz an noz, ar paour a vije aet eur skrijadenn penn da benn e gein, ma vije bet beo ha dihun…
Eur razedenn lor a bignas war e dal ; bale a rae war an dremm maro. Sellet a reas en dro d’ezi. Sioulet e oa an traou. Genou an den maro a oa digor. Ar razedenn a lakeas he fenn etre ar javedou distardet… Da gement boutad avel a c’houeze, e save he fenn, ha kendalc’h a rae gant he labour pa baoueze ar reuz.
Ha d’ar mintin pa zavas an deiz !…
Euzus e oa ar paour da welet… evel ma vije bet o vreina d’ar c’halloup !… An heol a baras e toull e c’houzoug, dre e jod kleiz debret.
Antronoz vintin, an aveliou a davas hag an heol a bare er c’hraou, war gouzoug ar paour ; an heol a bigne, a bigne en eur argas ar c’houmoul pell dioutan, warzu ar c’hornog.
Ar re a oa digouezet kelou ar maro beteg enno — n’ouzoun ket penaos — a oa deuet d’an douara — kalz anezo gant digarez ranellat kentoc’h eged evit pedi. Doue hepken, evel ma lavar ar Skrituriou Sakr, a lenn e kalon an den, hag an den a zo douget d’an droug eneb e nesa. Kredi a ran e oa aet marteze eun nebeut pedennou, euz eun nebeut kalonou, beteg an Aotrou Doue. Merc’hed, avat, e oant holl, gwrac’hed, digarez mat d’ezo da zont da deodata, en dro d’an oaled, goude koan.
Dek eur a zonas er C’hroaz-Hent.
Bannou an heol lintrus a bare war dal gwenn Soazig. Azezet e oa war eur skaon, tost d’ar pre-