Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/22

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Aet an arc’h a-ziwar wel, Franseza a zistroas d’an ti.

An hini koz, e ilin kleiz war an daol, e benn war palv e zorn, a vousc’hoarze, en eur zellet dre ar prenestr.

Kaou a oa bet unan eus pennou ruz ar barrez. Ne oa ket deuet da zifenn dor an iliz ouz an archerien (evel ar re all), pa fellas d’eur gouarnamant fallakr lakât e graban war an traou santel. Meur a hini a lavare ne grede nag e Doue nag en diaoul. Leuc’haji a rae evel eun amprevan. Souezus e oa gwelet ebarz ar memez ti eun droukspered, evel Kaou, hag eur plac’hig flamm, gwerc’hez fur, koant evel eur boked, eur mousc’hoarz atao war he muzellou ruz tener — mousc’hoarz fur ar muzellou, mousc’hoarz eur galon dinamm :

— « Soazig a zo aet ive ? a c’houlennas an tad koz.

— Ya ! eme Franseza.

— Neuze n’eo ket prest da zont c’hoaz en dro », a lavaras hen, nec’het eun tamm.

Ne oa ket tremenet ouspenn eun hanter-eur abaoe ma oa aet ar c’horf warzu ar vered :

— « Sell ! eman Mordiern o tont, eme Gaou en eur farsellat. Re ziwezat eman. »

Mordiern a zeuas d’an ti :

« War-lerc’h emout, Mordiern.

— Gouzout a ran, Kaou.

— O vont d’an…

— O tont emaoun. »

Franseza a zelle outan.

« Ya, eme Vordiern, goude eur pennadig, o tont eus an interamant emaoun. Souezet oc'h ? — Kaër a zo bet ganin hasta hag hasta buan, n’em