Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— Eur vez ! a lavaras Mordiern.

Kaou a zirollas da c’hoarzin…

Ar paour oa bet douaret.

An Aotrou Person a skrivas war e gaierou : « Beziet aman d’an 29 a viz genver, eur c’hlasker bara, dianav d’an holl, marvet e kear ar C’hroaz-Hent. »

Ma ne oa ket bet lidou dispar en e enor, pallennou du arc’hantet, eun aoter sklerijennet eus ar c’haëra, ar c’hlemmganou sakr, an « Dies iræ » hag all, war an toniou bras, na roc’h na yud, daëlou, kren ha glac’har an ograou skiltr, an deiz a zispakas evitan e gaërder dispar. An oabl a oa splann. Eun aezenn domm a deue euz an draonienn, hag a nije d’ar maeziou, flour evel alan Doue.

Ma vije bet aet eur plac’h yaouank gand an Ankou, o dije lavaret an holl :

« Ma n’eo ket truez mervel epad m’eman ar bed o pedi anezi da vanvez ha da garanteziou ar vuhez. »

Dre ma oa eur paour, eun truilheg, an holl a dave. Ne zonjent ket zoken edo ar maro hag ar vuhez o para an eil gand eben.

Na vern ! Gouzout a raent e teuio o zro. War-lerc’h o laour (arched) e vezo, marteze, kalonou ar peurvuia ker yen ha ken didruez hag hirio. Gouzout a reont e vezint kaset d’an douar e-giz-se, gand an hevelep tud marteze, ha marteze ebarz an hevelep toull.

Mordiern a oa chomet da leina er C’hroaz-Hent. O klask tenna eun dra bennak diouz an hini koz e oant, Franseza, Soazig hag hen.

O zri o doa gwelet fraez ec’h ouie mat tre, an tad-koz, eun dra diwar ar maro-ze. E c’hoarz, e c’hoarz kriz, e c’hoarz diaoulek a rae da c’houzout muioc’h eget na grede d’ezan.

Lavaret en doa :