« Ar paour-ze n’eo ket dianav d’an holl er barrez-man.
— Komz neuze, tad-koz ! a lavaras Soazig.
— Tao, plac’hig diskiant, te ar genta a sklankefe marteze. »
Keuz en devoa da veza lavaret kement-se ha dre-ze, evit gouzout eun tammig muioc’h, e oa stardik a-walc’h.
Mordiern a oa pennek en e venoz.
— « Marteze, emezan, ec’h anavezfen anezan mar vefe lavaret piou eo. An amzer, an oad a chench eun den. Hen am anaveze hep mar… »
Met da gement goulenn a vije graet d’ezan, Kaou a eilgerie gand an hevelep mousc’hoarz, en eur heja e benn, hag en eur zevel e ziouskoaz.
An hini koz a jome e javedou prennet ha stardet evel eun durkez, hag e spered morailhet.
Mordiern, antronoz vintin, a zihunas gand eur boan benn spontus :
— « Petra c’hoarvez ganin, emezan, evit beza klanv evelse ? »
E spered a oa pell dioutan.
Ar gwad a lamme en e ividigou.
Morlivet oa e zremm.
Eun derzienn varc’h a oa warnan. N’en-doa ket nerz a-walc’h da zevel.
Hag an tiegez ?… hag al loened ?… piou a daolo evez outo ? Rak n’en doa na tad na mamm. E dad oa aet ermaez eus ar vro, pell, pell a oa. Ha mat en doa graet mont en henchou, pegwir e tebre e diegez en ostaleriou. Poazet e oa gand ar boeson ha ne laboure mui. Mevelien dispar oa bet dibabet gand e vamm evit lakât an tiegez da dalvezout. Ha setu e vamm muia karet, aet