Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/26

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

kuit d’he zro. Hen oa deuet en oad da labourat. Ampart oa ha gouzout a rae troï deoc’h eur bomm, ha chench tu d’eun alar. Med e vevelien dispar a oa aet kuit ive, an eil war-lerc’h egile, unan d’e diegez e-unan, unan all galvet gand an ankou. Ne jome nemed Laou ar Roue aketus gwechall, ha diwallet d’an devez hirio en abeg d’e oad.

— « N’eus ket re a labour ; a-benn an hanv e vezo re nebeud a dud. »

An dud a ya kuit a strolladou… Ma kendalc’h an traou, ne jomo devezour ebed e Breiz. Pariz, ar gear fallakr, ar gear hudur, a astenn he diouvrec’h dezo. Enni e kavont plijadureziou ar c’hig hag eur maro euzus war gwele eur c’hlanvdi. Ha ! ma karfe ar pennou tiegez paëa eun tamm muioc’h an devezourien, e chomfe ar re-man er gear, ha da vare an eost, e vefe kavet tud a-walc’h. Gwelloc’h e kavont nac’h eur gwenneg ouz ar paour, hag ober o labour etrezo. D’an devez hirio ez eo evel eur pec’hed marvel astenn an dorn evit roï an aluzenn. Ar garantez, karet kement gand ar Zalver, n’eo mui nemed eur gomz varo, sebeliet en uloc’h (poultrenn) al leoriou. Met pa ’z eo deuet an den re fall, re lous e galon, pa ’z eo leun tenn kalir e bec’hejou, pa zeu Doue da skuilha e gounnar war ar bed, pegen spontus ne vez ket !…

Mordiern a oa war e goanze er gwele, e zaoulagad skeulfet, o para eün dirazo war eur skeudenn guz, o klask gweled eun dra diwel da zaoulagad ar c’horf. E spered o virvi, eo a lake e zaoulagad da veza alvaonet.

« Ah ! ar paour ! ar paour ! emezan.

Lemel a reas.

Hunvreet en doa hed an noz ha sonj a deue d’ezan.

Dre e gousk en doa gwelet an den maro o tont