Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

bolz an nenv a zislive d’ar glas dre ma selled d’an uhel, hag e tu ar reter e oa skedus evel eun tangwall. Eur vorenn er pellder a lakae bardegennou (koumoul) war an heol ; bannou ar sklerijenn a dreuze anezo e pep lec’h… ar zav-heol a lugerne evel ar mor pa ruilh warnan gwagennou aour.

Mordiern a bigne d’al laeou a dreuz ar parkeier, gleb gant gliz ar beure. Sonjal a rae :

Bloavez gliz,
Bloavez gwiniz,

hag e galon laouen a vouskane gand ar c’hrennlavar.

Pignat a rae d’ar menez goustadik, dre ar wenojenn karvet e tor an dosenn. Dre ma pigne e sklerijenne an deiz ; ar vorenn c’hlas a jome eharz an douar, hag an dilerc’h anezi a jome war al leinou, a lugerne evel neud arc’hant e beg al lann, evet buan gant gwrez an heol tomm.

O vale edo etouez ar gwaremmou, pa welas eur vaouez o tont du-hont.

Eur plac’h yaouank oa hervez he bale.

He c’houef a oa laket e giz ar barrez.

Soazig !…

— O vont da belec’h emaout ? emezan, pa oa deuet-hi tost.

— O vont da glask tud da zont d’an difontadeg da Gerloagen, da di va eontr. Dont a ri ive ? »

Mordiern ne respontas ket, ken eürus all e oa oc’h en em gaout gant Soazig evit kaozeal ganti penn-oc’h-penn, kalon-ouz-kalon :

« Ha da dad koz, tennet ec’h eus eun dra bennak dioutan ? »

Soazig a zeuas da veza morlivet :

« Aon ac’h eus o respont ac’hanoun.
  Petra en deus lavaret d’it ?

— O !

— Lavar d'in.