Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/29

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— N’em-eus ket komprenet anezan gwall vat, pa lavaras d’in e vefe keuz ganeomp hon daou gouzout hiroc’h war ar poent-se.

— Gouzout a ra eun dra bennak ?

— Gouzout a ra.

Mordiern, aet skuiz e spered o klask, a ziskroazas e ziouvrec’h a ziwar e beultrin hag a lezas anezo da goueza a-hed e gorf, evel eun den skuiz-maro :

« Nec’het out, Mordiern ? N’eo ket ar pez am eus lavaret d’it az laka da veza ken nec’het. Eur boan all a zo en da galon ; krignet out gant poaniou kriz ha kuz. »

Mordiern a stouas e benn war e vruched :

— « Ya ! emezan, eur blanedenn c’haro a zo warnomp ; planeden griz, planedenn galet, eo red heulia anezi penn-da-benn.

— Na te a gemer spont gant lavar va zad koz ?

— Disfiziañs am eus anezan, Soazig.

— Mat a rez. N’her c’haran ket kalz dre m’en-deus kas ouz ar veleien, ouz an dud a iliz hag ouz kement tra vat a zo. Va zad koz, avat, a zo eus ar c’hantved diweza. Lezomp anezan a gostez, ha kerzomp gant on hent, ebarz ar bed. »

Setu ar pez oa ar gwella da ober.

Mordiern, avat, a felle d’ezan gouzout ar wirionez penn-da-benn. Piou a oa ar paour ? Perak e c’halve anezan abarz mervel ? An tad koz, hen, a ouie perak ; ha lavaret a raio perak, dre gaer pe dre heg :

— « Dre garantez evidoun, eme Soazig, na zonj ket en traou-ze. »

Tostaet e oa ouz Mordiern. Mordiern a gemeras he daouarn en e re, hag o stardas kalonek. Hag hi, evid ar wech kenta er-maez eus he zi, a ginnigas he diou jod d’e vuzellou. Mordiern a bokas d’ezi goustadik. Eur berlezenn a