Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/31

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


An devezourien, o zranchou hag o bouc’hilli war o skoaz, a bigne d’al labour, en eur c’houitellad etre o dent pe en eur vouskana, eürus.

Ar vorenn a deuze, sec’het gand an heol.

Gwez pin a darzas eus ar vorenn :

« Ar c’hoad.

— Ar souchou a zo dre renkennadou, eme Job. Grit an tu-man da gentan. En em lakit daou ha daou, pe tri ha tri, evel ma vezo ar gwella. Ma sav sec’hed gand unan bennak, arabad d’ezan kaout mez o tont betek ar c’hav. »

Eur veltad chistr oa laket en disheol :

« Peseurt mestr ! » eme ar vicherourien. Ne vez ket graet eus ar re-ze unan dre gant vloaz. »

An dud en em lakeas daou ha daou pe tri ha tri ; Kaou a oa e-unan. An dud a gar beza pep hini gant tud eus o oad. An hini yaouanka a yeas gand an hini kosa.

Mordiern a dosteas ouz Kaou :

— « Ma karez, emezan, e stagimp gand an hevelep penngoz :

— « Evel ma kari », eme Gaou.

Dek eur.

Ar vorenn a oa savet : ar souchou a zave ive eus an toullou. Mordiern ha Kaou a oa chomet eun tamm war-lerc’h ar re all. Koulskoude ne oa ket brasoc’h na niverusoc’h ar souchou digouezet ganto, ha ne oa ket skornet an douar evito o daou. Dre ma choment da gonta, emichans… Mordiern a lavare :

« Kaou, eun dra bennak a zo da eüna etrezomp.

— Feiz, marteze a-walc’h, a lavare Kaou.

— N’eo ket marteze.

— Gant ma n’eo ket eun dra hag a dorr. An traou-ze ne eünont ket. Her gouzout a rez kouls ha me.