ne vijes ket deuet, e vijen aet da glask ac’hanout.
– Mall bras ervat !
– Peoc’h gant komzou goullo ! Abaoe dec’h d’an noz n’em eus ket gallet serri eul lagad…
– Ah ! Ah ! Ah !…
– Ehan da c’hoarzin.
– Prim out er mintin-man, Mordiern ; nerz kalon zo ennout. Ma karje gant da spered chom dalc’hmat ker birvidik !… Mall eo ganit gouzout, gwelet a ran.
– Ar wirionez, penn da benn.
– Penn-da-benn a vezo displeget d’it », eme Gaou.
Kaou a dapas eun tamm paper euz e c’hodel a-zindan. Eun tamm paper tortuilhet. Displega a reas anezan.
– Del, Mordiern !
Mordiern a gemeras an tamm paper. Eul lizer e oa, ha skrivet warnan :
An Naoned, 12 a viz genver 1913.
- Va mab Youenn Mordiern,
Pedi a ran ac’hanout da bardoni d’in, ha da ankounac’haat. Da zilezet em eus pa oas yaouankik-tre. Saotret em eus an ano a Vordiern. Gant na viro ket ouzit da ober da hent er bed man… Ar vezventi eo a lakeas ar reuz-se.
Redek bro am eus graet ; reuzeudik e pep lec’h. Breman emaoun war hent ar gear. Heti a ran e vezo an traou eus ar gwella du-hont. Met santout a ran n’hellin ket mont betek va farrez ; va nerz a ya kuit buan, ha n’emaoun ket mui pell diouz ar bez. Mervel a rin abarz digouezout. Brevet eo va izili, ha poazet va gwad. Va mab, te a lako pedi Doue evit va ene. Karet em bije pokat d’it araok mont d’ar bed-all.
Me c’houlenn digand an hini a gavo al lizer-man warnoun, goude va maro, kas anezan d’am mab, Youenn Mordiern, Coadmokun, en Huelgoat. Krena ra va holl izili ; eur beleg eus an Naoned en deus'skrivet al lizer-man.
Ken-a-vezo er bed all !…