Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/43

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

daol ; troc’ha reas eun tamm bara penn-da-benn gand an dorz.

Debri a rae evel tri ; biskoaz n’oa bet ken yac’h all. Yac’h-pesk. Piou en dije lavaret ne oa ket, peogwir ez ae da zifonta koajou ?… Ha n’eo ket difonta koajou hepken ; lakaet e oa gantan en e benn mont da falc’hat da vare ar foenn. Gouzout a rit holl pegen tenn eo falc’hat diouz ar beure beteg serr-noz. Piou ac’hanoc’h a gemerfe ar falc’h goude lein, ma ne vefe roet d’ezan, d’e bred, nemed eur skudellad boued laez ? — Hini ebet. Evid ober eur vicher reut, eo red kaout diouvrec’h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec’h reut.

Ma ! Kaou a lavare da gement hini a jome d’e zelaou :

« Abenn ar foenn e vezin da vat. An tenn barreka a yelo ganin. »

Ar c’hofad barreka eo a yeas gantan.

Eur beure, en eur vont d’o labour, devezourien a gavas anezan en eur waz dour merglet, ne oa ket uheloc’h an dour enni eget penn an daoulin. Beuzet e oa.

Eur bloaz a dremenas.

Mordiern ne oa mui an hevelep den. Labourat a rae evel eur marc’h ha ne gaozee ouz den. Pell araog ar zav-heol e veze er park o troc’ha e garrad melchon ruz, ha pell goude ar c’huz-heol, ez ae hag e teue e kreiz an douarou, evel eun tasmant.

O klask mouga e c’hlac’har edo.

Ne zelle ouz plac’h ebet.

Nann ! ne oa mui an hevelep hini. E vuhez oa torret, torret da viken !

Petra dalveze d’ezan ?…

Skeudenn e dad a veze dalc’hmat dirazan, e dad, maro hep den da eur e dremenvan ; e dad kaset