Harpa a reas e gorf ouz ar c’hleuz evit chom en e zav.
« D’ar gouent n’ez i ket, eme Vordiern.
— Eo ! abenn tri devez ema an disparti. E-lec’h roi va c’halon d’an dud, e kavan gwelloc’h roi anezi da Zoue hepken. N’ec’h eus ket a zonj, Mordiern, ez peus bet touet d’in war ar menez-man eur garantez divarvel ?
— Sonj am eus, ha va le a zalc’han. Eur plac’h am eus karet hag a garan, ha ne garin ket diou. Gouzout a ris traou spontus warlene… Pennfollet holl e oan. Va zad !… (Dourenni a reas e zaoulagad). Met peoc’h gand an dra-ze !
— Peoc’h, eme Soazig, na mat oc’h ! N’eo ket d’eoc’h eo da ankounac’haat. Lezel ober eur seurt reuz gand unan maro, laerez anezan, ha kuzat e ano ouz e vab eo ar gwasa torfed a zo. Kaout a rae d'in n’am c’haries mui abaoe an devez-se… Gouzanv a raen !…
— Da garet em eus, ha da garet a rin da viken. Met keit e vije bet beo Kaou, va brud a vire ouzin mont en da di. Breman pegwir eo maro…
— Breman pegwir eo maro ? »
Mordiern ne respontas ket.
— Breman, pegwir eo maro va zad koz, lavar d’in ne vezin ket leanez.
— Nann ! ne vezi ket leanez.
— Hag am c’harez ?
— Ha da garan muioc’h eget biskoaz.
— O ! Mordiern, mat out, pegwir e rez eurusted merc’h vihan an hini a reas d’it ar muia a zroug. Ankounac’haat a rez torfed va zad koz ive ? »
Mordiern a chomas eur pennadig da zonjal. Touet en doa d’ezan kasoni da viken.
— Ya ! emezan, pardoni a ran d’ezan gant karantez evid e verc’h… evit Doue. »
Hag ar garantez dinamm, touet war lein ar